Gouzout a rit mat e vez gant al lodenn brasañ ac'hanoc'h un urzhiataer gant Windows warnañ. Met ha tu vefe cheñch ? Evel-just...
Neuze da gentañ penn, petra eo Linux ?!?! Linux a zo un Operating System (pe OS, digarezit ac'hanon met n'em eus ket kavet penaos laret se e brezhoneg XD). Un OS a zo ur strollad poelladoù e karg ober al liamm etre danvez fetis an urzhiataer (hardware) hag an aketoù stlenn (c'hoarioù, testennoù, Internet...). Ar skouer pennañ a zo Windows (Vista, Xp...), un eil Mac met kalz dianavezetoc'h eo Linux (Ubuntu, Red Hat...). An diforc'h brasañ etreze a zo ar priz. An OS Windows a goust tro-dro 150 euro (kontet e priz an urzhiataer) neoazh Linux a zo digoust penn da benn. M'ho peus c'hoant implijout Linux war un urzhiataer nevez gant an OS Windows (pe all), tu 'zo deoc'h goulenn bout dizleet. Diorroet eo an OS Linux bemdez gant milliadoù a zen n'int ket paeet evit en ober. Gante eo krouet dasparzhadurioù disheñvel eus Linux : Red Hat, Mandrake, Debian, Fedora, Gentoo, Mandriva, Slackware, SuSE hag an hini gwelañ er mare-mañ : Ubuntu. Pep hini a zo disheñvel ouzh ar re all. Savet eo bet kalonenn Linux gant Linus Torvalds e 1991. Hiriv an deiz e vez 1 500 000 linenn destenn er galonenn. Melchonenn beder Linux a zo Tux, ur monk. Ali a ran ac'hanoc'h da vont war al lec'hiennoù-mañ evit gouzout hirroc'h diwar Linux :
http://www.linux-france.org/
http://www.ubuntu-fr.org/
(lec'hiennoù e galleg...)
Hag evit echuiñ ul lavarenn bennak :"Software is like sex, it's better when it's free" Linus Torvalds.